Luca Badoer (bet ganet d'ar 25 a viz Genver 1971 e Montebelluna) a oa ur blenier redadegoù kirri eus Italia en deus redet e 1993, etre 1995 ha 1996, e 1999 hag e 2009. Redet en deus evit skipailhoù evel Scuderia Italia, Scuderia Minardi ha Forti a-raok dont da vezañ blenier esaeoù Scuderia Ferrari. Abalamour da se eo bet choazet e 2009 evit erlec'hiañ Felipe Massa a oa gloazet, peogwir en deus nac'het Michael Schumacher ober an erlec'hiadur en abeg d'e c'houzoug gloazet. Brudet eo peogwir eo ar blenier a zo chomet ar pellañ e F1 hep dont a-benn da gaout ur boent. Ret eo teurel evezh memestra ouzh an doare da reiñ poentoù, a oa strizh-tre d'e vare, o lezel nemet ar c'hwec'h blenier kentañ da verkañ poentoù. Gant sistem poentoù 2010 en dije merket Badoer 26 poent.
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |